Digabestr
Age : 38 Inscrit le : 19 Déc 2006 Messages : 1
 | Sujet: “Un Dornad plu" Youenn Gwernig Jeu 21 Déc - 14:29 | |
| Pell, Pell… pell, pell e karfen mont lec’h n’eus trouz na safar ul lec’hig sioul e traon ar stêr e frond ar foenn hag ar vent gouez pell, pell e karfen mont da vro ma yaouankiz. Pell, pell e karfen mont dieub ha dibreder o nijal ‘vel ur valafenn e douster avelig an hañv pell, pell e karfen mont da vro ma yaouankiz. Pell, pell e karfen mont eurus ha disammet d’en em gavout gant ma zud kozh e lec’hiou diharz o ene pell, pell e karfen mont da vro ma yaouankiz.
“Un Dornad plu” brezhoneg ha saozneg. Al Liamm, 1997. http://www.cg29.fr |
|